YouVersion Logo
Search Icon

Geneliezh 5

5
Pennad 5
Diskennidi Adam
1Setu amañ levr lignez Adam. E deiz ma krouas Doue an den, ober a reas anezhañ en heñveledigezh Doue.
2Krouiñ a reas anezho den ha denez, bennigañ a reas anezho hag e roas dezho an anv a Adam e deiz ma voent krouet.
3Adam a vevas kant ha tregont vloaz hag a voe tad da ur mab en e heñveledigezh, hervez e skeudenn, hag e roas dezhañ an anv a Sed.
4Deizioù Adam, goude ganedigezh Sed, a voe eizh kant vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.
5An holl amzer ma vevas Adam a voe eta nav c'hant ha tregont vloaz, neuze e varvas.
6Sed a vevas kant pemp bloaz hag a voe tad da Enosh.
7Sed, goude ma voe bet tad da Enosh, a vevas eizh kant seizh vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.
8An holl amzer ma vevas Sed a voe eta nav c'hant daouzek vloaz, neuze e varvas.
9Enosh a vevas dek vloaz ha pevar-ugent hag a voe tad da Genan.
10Enosh, goude ma voe bet tad da Genan, a vevas eizh kant pemzek vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.
11An holl amzer ma vevas Enosh a voe eta nav c'hant pemp bloaz, neuze e varvas.
12Kenan a vevas dek vloaz ha tri-ugent hag a voe tad da Vahalaleel.
13Kenan, goude ma voe bet tad da Vahalaleel, a vevas eizh kant ha daou-ugent vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.
14An holl amzer ma vevas Kenan a voe eta nav c'hant dek vloaz, neuze e varvas.
15Mahalaleel a vevas pemp bloaz ha tri-ugent hag a voe tad da Jered.
16Mahalaleel, goude ma voe bet tad da Jered, a vevas eizh kant ha tregont vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.
17An holl amzer ma vevas Mahalaleel a voe eta eizh kant pemzek vloaz ha pevar-ugent, neuze e varvas.
18Jered a vevas kant daou vloaz ha tri-ugent hag a voe tad da Enok.
19Jered, goude ma voe bet tad da Enok, a vevas eizh kant vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.
20An holl amzer ma vevas Jered a voe eta nav c'hant daou vloaz ha tri-ugent, neuze e varvas.
21Enok a vevas pemp bloaz ha tri-ugent hag a voe tad da Vetushela.
22Enok a gerzhas gant Doue e-pad tri c'hant vloaz goude ma voe bet tad da Vetushela, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.
23An holl amzer ma vevas Enok a voe eta tri c'hant pemp bloaz ha tri-ugent.
24Enok a gerzhas eta gant Doue, ha ne voe gwelet mui rak Doue a gemeras anezhañ.
25Metushela a vevas kant seizh vloaz ha pevar-ugent hag a voe tad da Lemek.
26Metushela, goude ma voe bet tad da Lemek, a vevas seizh kant daou vloaz ha pevar-ugent, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.
27An holl amzer ma vevas Metushela a voe eta nav c'hant nav bloaz ha tri-ugent, neuze e varvas.
28Lemek a vevas kant daou vloaz ha pevar-ugent hag a voe tad da ur mab.
29Gervel a reas anezhañ Noe, en ur lavarout: Hemañ hon dic'hlac'haro eus hol labour hag eus ar boan a ro d'hon daouarn an douar en deus milliget an AOTROU.
30Lemek, goude ma voe bet tad da Noe, a vevas pemp kant pemzek vloaz ha pevar-ugent, hag a voe tad da vibien ha da verc'hed.
31An holl amzer ma vevas Lemek a voe eta seizh kant seitek vloaz ha tri-ugent, neuze e varvas.
32Noe a vevas pemp kant vloaz hag a voe tad da Sem, da Cham ha da Jafed.

Currently Selected:

Geneliezh 5: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in

YouVersion uses cookies to personalize your experience. By using our website, you accept our use of cookies as described in our Privacy Policy