YouVersion Logo
Search Icon

Geneliezh 46

46
Pennad 46
Jakob a zeu en Ejipt. E ziskennidi
1Israel en em lakaas en hent gant kement en doa. Dont a reas da Veer-Sheba hag e kinnigas aberzhoù da Zoue e dad Izaak.
2Doue a gomzas da Israel en ur weledigezh e-pad an noz hag a lavaras: Jakob! Jakob! Eñ a respontas: Setu-me amañ!
3Hag e lavaras: Me eo Doue, Doue da dad. Na'z pez ket aon o vont d'an Ejipt, rak da lakaat a rin da zont da vezañ ur vroad vras eno.
4Ganit e tiskennin en Ejipt hag a-dra-sur e lakain ac'hanout da vont er-maez, ha Jozef a lakaio e zorn war da zaoulagad.
5Jakob a yeas kuit eus Beer-Sheba; mibien Israel a lakaas Jakob o zad gant o bugale hag o gwragez war ar c'hirri en doa kaset Faraon evit e zougen.
6Kemer a rejont ivez ganto o loened hag ar madoù o doa dastumet e bro Ganaan. Jakob hag e holl ziskennidi gantañ a zeuas en Ejipt.
7Kas a reas gantañ en Ejipt e vibien ha mibien e vibien, e verc'hed ha merc'hed e vibien, hag e holl ziskennidi.
8Setu anvioù mibien Israel a zeuas en Ejipt: Jakob hag e vibien. Ruben kentañ-ganet Jakob.
9Mibien Ruben: Hanok, Palu, Hezron, Karmi.
10Mibien Simeon: Jemuel, Jamin, Ohad, Jakin, Zohar, Saol mab ar Gananeadez.
11Mibien Levi: Gershon, Kehad, Merari.
12Mibien Juda: Er, Onan, Shela, Perez, Zerak, met Er hag Onan a varvas e bro Ganaan. Mibien Perez a voe Hezron hag Hamul.
13Mibien Isakar: Tola, Puva, Job, Shimron.
14Mibien Zabulon: Sered, Elon, Jahleel.
15Ar re-se eo mibien a c'hanas Lea da Jakob e Paddan-Aram, gant Dina e verc'h. E vibien hag e verc'hed a oa en holl tri den ha tregont.
16Mibien Gad: Zifjon, Hagi, Shuni, Ezbon, Eri, Arodi, Areli.
17Mibien Aser: Jimna, Jishva, Jishvi, Beria, ha Serak o c'hoar. Mibien Beria: Heber, Malkiel.
18Ar re-se eo mibien Zilpa en doa roet Laban da Lea e verc'h; ganet he doa anezho da Jakob: en holl c'hwezek den.
19Mibien Rachel, gwreg Jakob: Jozef ha Benjamin.
20Jozef en doe mibien e bro Ejipt, Manase hag Efraim, a c'hanas dezhañ Asnad merc'h Poti-Fera aberzhour On.
21Mibien Benjamin: Bela, Beker, Ashbel, Gera, Naaman, Ehi, Rosh, Muppim, Huppim, Ard.
22Ar re-se eo mibien Rachel a c'hanas da Jakob: en holl pevarzek den.
23Mibien Dan: Hushim.
24Mibien Neftali: Jahzeel, Guni, Jezer, Shilem.
25Ar re-se eo mibien Bilha en doa roet Laban da Rachel e verc'h; ganet he doa anezho da Jakob: en holl seizh den.
26Holl dud Jakob o tont d'an Ejipt gantañ, ganet dioutañ, hep niveriñ gwragez mibien Jakob, a oa c'hwec'h ha tri-ugent.
27Mibien Jozef, ar re a oa ganet dezhañ en Ejipt, a oa daou zen. Holl dud ti Jakob o tont d'an Ejipt a oa dek ha tri-ugent.
28Jakob a gasas Juda dirazañ da gavout Jozef evit ma tiskouezje dezhañ hent Goshen. Dont a rejont eta da vro C'hoshen.
29Jozef a stagas e garr hag a yeas da ziaraogiñ Israel e dad betek Goshen. Pa welas anezhañ, en em daolas d'e c'houzoug hag e ouelas pell war e c'houzoug.
30Israel a lavaras da Jozef: Ra varvin bremañ, pa em eus gwelet da zremm ha pa vevez c'hoazh!
31Jozef a lavaras d'e vreudeur ha da diegezh e dad: Pignat a rin da gomz da Faraon hag e lavarin dezhañ: Va breudeur ha tiegezh va zad, ar re a oa e bro Ganaan, a zo deuet da'm c'havout.
32An dud-se a zo mesaerien, rak n'o deus graet dalc'hmat nemet magañ loened; degaset o deus ganto o deñved, o ejened, ha kement a oa dezho.
33Pa viot galvet gant Faraon hag e lavaro: Peseurt micher hoc'h eus?
34e lavarot: Da servijerien o deus maget dalc'hmat loened abaoe hon yaouankiz betek bremañ, ni hag hon tadoù. Evel-se e chomot e bro C'hoshen, rak an Ejipsianed o deus euzh ouzh an holl vesaerien.

Currently Selected:

Geneliezh 46: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in

YouVersion uses cookies to personalize your experience. By using our website, you accept our use of cookies as described in our Privacy Policy