YouVersion Logo
Search Icon

Geneliezh 39

39
Pennad 39
Jozef ha gwreg Potifar
1Jozef a voe kaset en Ejipt, ha Potifar, ofiser Faraon ha penn e warded, den Ejipsian, a brenas anezhañ digant an Ismaeliz o doa e zegaset.
2An AOTROU a voe gant Jozef, hag e rae berzh. Edo e ti e vestr an Ejipsian.
3E vestr a welas penaos e oa an AOTROU gantañ ha penaos e lakae an AOTROU da ober berzh dre e zaouarn kement a rae.
4Jozef a gavas trugarez dirak e zaoulagad hag a servijas anezhañ. Lakaet e voe da vestr war e di, ha kement en doa a voe etre e zaouarn.
5Abaoe ma en doa e lakaet da vestr war e di ha war gement en doa, an AOTROU a vennigas ti an Ejipsian abalamour da Jozef. Ha bennozh an AOTROU a voe war gement en doa en ti hag er parkeier.
6Hag e lezas etre daouarn Jozef kement en doa, ha ne gemere anaoudegezh eus netra gantañ nemet eus ar boued a zebre. Jozef a oa kaer a vent ha kaer a zremm.
7Goude an traoù-mañ, e c'hoarvezas ma taolas gwreg e vestr he daoulagad war Jozef hag e lavaras: Kousk ganin.
8Met eñ ne reas ket hag a lavaras da wreg e vestr: Setu, va mestr ne gemer ganin anaoudegezh ebet eus ar pezh a zo en ti hag en deus lakaet etre va daouarn kement a zo dezhañ.
9Den n'eo uheloc'h en ti-mañ egedon ha n'en deus difennet ouzhin stekiñ ouzh tra ebet nemet ouzhit-te, dre ma'z out e wreg. Penaos e rafen un droug ken bras hag e pec'hfen a-enep Doue?
10Daoust ma komze bemdez da Jozef, ne fellas ket dezhañ he selaou evit kousket ganti na bezañ ganti.
11C'hoarvezout a reas un devezh ma teuas en ti d'ober e labour ha ne voe eno den eus tud an tiegezh.
12Hi a grogas ennañ dre e zilhad, o lavarout: Kousk ganin! Met lezel a reas e zilhad etre he daouarn hag e tec'has kuit er-maez.
13Adalek ma welas penaos en doa lezet e zilhad etre he daouarn da dec'hout kuit er-maez,
14e c'halvas tud he zi hag e komzas dezho, o lavarout: Gwelit, degaset eo bet deomp un Hebread evit touellañ ac'hanomp. Deuet eo davedon da gousket ganin, met kriet em eus a-vouezh uhel.
15Adalek m'en deus va c'hlevet o sevel va mouezh hag o krial, en deus lezet e zilhad em c'hichen hag eo tec'het kuit er-maez.
16Hag e lakaas dilhad Jozef en he c'hichen betek ma teuas he mestr d'ar gêr.
17Neuze e lavaras an hevelep komzoù evel-henn: Ar sklav hebreat ac'h eus degaset a zo deuet davedon evit va zromplañ.
18Met evel ma em eus savet va mouezh ha ma em eus kriet, en deus lezet e zilhad em c'hichen hag eo tec'het kuit er-maez.
19Adalek m'en doe mestr Jozef klevet komzoù e wreg a lavare: Setu aze ar pezh en deus graet da sklav din! e tanas e gounnar.
20Mestr Jozef en kemeras hag a lakaas anezhañ en toull-bac'h, e-lec'h ma veze dalc'het prizonidi ar roue. Eno e voe eta, en toull-bac'h.
21Met an AOTROU a voe gant Jozef, hag ec'h astennas e vadelezh warnañ. Lakaat a reas anezhañ da gavout trugarez dirak daoulagad penn an toull-bac'h.
22Penn an toull-bac'h a lakaas etre daouarn Jozef an holl brizonidi a oa en toull-bac'h, ha kement a oa graet eno a veze graet drezañ.
23Penn an toull-bac'h ne adwele netra eus ar pezh en doa Jozef etre e zaouarn, abalamour ma oa an AOTROU gantañ ha ma lakae da ober berzh kement a rae.

Currently Selected:

Geneliezh 39: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in

YouVersion uses cookies to personalize your experience. By using our website, you accept our use of cookies as described in our Privacy Policy