YouVersion Logo
Search Icon

Geneliezh 37

37
Pennad 37
Jozef gwerzhet gant e vreudeur
1Jakob a chomas e bro Ganaan, e-lec'h ma oa bet e dad o chom.
2Setu amañ lignez Jakob. Jozef, oadet a seitek vloaz, a vesae al loened gant e vreudeur. Ar bugel a oa e-kichen mibien Bilha ha mibien Zilpa, gwragez e dad. Ha Jozef a zegase d'e dad o c'homzoù fall.
3Israel a gare Jozef muioc'h eget e holl vibien all, rak mab e gozhni e oa, hag e reas dezhañ un doneg a veur a liv.
4E vreudeur, o welout penaos e kare e dad anezhañ muioc'h eget e holl vreudeur, a gasae anezhañ, ha ne c'hellent ken komz outañ e peoc'h.
5Jozef en doe un huñvre hag he roas da anavezout d'e vreudeur; hag e kasajont anezhañ c'hoazh muioc'h.
6Lavarout a reas: Selaouit, me ho ped, an huñvre am eus bet.
7Edomp oc'h endrammañ e-kreiz ar parkeier. Setu, va feskenn a savas hag en em zalc'has en e sav, ha neuze ho feskennoù a zeuas en-dro dezhi hag a stouas dirazi.
8E vreudeur a lavaras: Ha ren a ri eta warnomp? Pe hor gouarn a ri? Hag e kasajont anezhañ c'hoazh muioc'h en abeg d'e huñvreoù ha d'e gomzoù.
9C'hoazh en doe un huñvre all hag e kontas anezhi d'e vreudeur. Lavarout a reas: Bet em eus c'hoazh un huñvre. Setu, an heol, al loar hag unnek steredenn a stoue dirazon.
10Lavarout a reas kement-se d'e dad ha d'e vreudeur. E dad a c'hourdrouzas anezhañ hag a lavaras: Petra' c'hell bezañ an huñvre-se ac'h eus bet? Ha ret e vo ma teuimp, me, da vamm ha da vreudeur, da stouiñ d'an douar dirazout?
11E vreudeur o doa gwarizi outañ, met e dad a zalc'has an traoù-mañ.
12E vreudeur a yeas da vesa loened o zad da Sichem.
13Israel a lavaras da Jozef: Da vreudeur, ha ne vesaont ket al loened e Sichem? Deus, ma kasin ac'hanout d'o c'havout. Hag e respontas: Setu-me amañ!
14Lavarout a reas: Kae eta, gwel penaos emañ da vreudeur ha penaos emañ al loened, ha degas din keloù anezho. Kas a reas anezhañ da draonienn Hebron, ha Jozef a zeuas da Sichem.
15Un den en kavas o redek dre ar parkeier, hag an den-se a reas goulennoù outañ hag a lavaras: Petra a glaskez?
16Respont a reas: Klask a ran va breudeur, lavar din, me az ped, pelec'h e vesaont.
17An den a lavaras: Aet int ac'hann, rak klevet em eus anezho o lavarout: Eomp da z-Dotan. Jozef a yeas eta war-lerc'h e vreudeur hag o c'havas e Dotan.
18O welout anezhañ a-bell, a-raok ma voe erru tost dezho, e kuzuilhjont a-enep dezhañ evit e lazhañ.
19Lavarout a rejont an eil d'egile: Setu, emañ an huñvreer o tont.
20Bremañ eta, deuit, lazhomp anezhañ ha taolomp eñ en ur puñs bennak, hag e lavarimp en devo debret anezhañ ul loen gouez. Hag e welimp petra a zeuio da vezañ e huñvreoù.
21Ruben a glevas kement-se hag a dennas anezhañ eus o daouarn. Lavarout a reas: Na lamomp ket e vuhez digantañ.
22Ruben a lavaras: Na skuilhit ket gwad, taolit anezhañ er puñs-glav-se a zo er gouelec'h ha na lakait ket ho taouarn warnañ. Kement-se a oa evit e lemel eus o daouarn hag e reiñ d'e dad.
23Adalek ma oa en em gavet Jozef e-kichen e vreudeur, e tiwiskjont anezhañ eus e doneg, an doneg a veur a liv a oa warnañ,
24hag e krogjont ennañ d'e deurel er puñs. Ar puñs a oa goullo, ne oa ket dour ennañ.
25Neuze ec'h azezjont da zebriñ bara. O sevel o daoulagad, e weljont ur strollad Ismaeliz o tont eus Galaad, o c'hañvaled bec'hiet gant louzoù-frondus, balzam ha mir, a yae d'o c'has d'an Ejipt.
26Juda a lavaras d'e vreudeur: Da betra e servijfe deomp lazhañ hor breur ha kuzhat e wad?
27Deuit, gwerzhomp anezhañ d'an Ismaeliz, ha na lakaomp ket hon daouarn warnañ, rak hor breur, hor c'hig eo. Hag e vreudeur a sentas outañ.
28Evel ma tremene marc'hadourien madianat, e tennjont hag e tapjont Jozef eus ar puñs, hag e werzhjont Jozef evit ugent pezh arc'hant d'an Ismaeliz. Ar re-mañ en kasas d'an Ejipt.
29Ruben a zistroas d'ar puñs-glav ha setu, Jozef ne oa ket ennañ. Regiñ a reas e zilhad
30hag e tistroas da gavout e vreudeur, hag e lavaras: Ar bugel n'emañ ket ennañ! Ha me, da belec'h ez in?
31Kemer a rejont toneg Jozef ha, lazhet ganto ur bouc'h, e soubjont an doneg er gwad.
32Kas a rejont d'o zad an doneg a veur a liv, o lavarout: Kavet hon eus kement-mañ. Anavez hag eo toneg da vab pe n'eo ket.
33Hag ec'h anavezas anezhi, hag e lavaras: Toneg va mab eo. Ul loen gouez en deus e zebret, a-dra-sur Jozef a zo bet drailhet.
34Regiñ a reas e zilhad hag e lakaas ur sac'h war e zivgroazell. E-pad pell e tougas kañv d'e vab.
35E holl vibien hag e holl verc'hed a zeuas d'e frealziñ, met ne felle ket dezhañ bezañ frealzet. Lavarout a reas: Diskenn a rin e kañv etrezek va mab e lec'h ar marv! Hag e dad a ouele dezhañ.
36Ar Vadianiz a werzhas anezhañ en Ejipt da b-Potifar, ofiser Faraon, penn eus e warded.

Currently Selected:

Geneliezh 37: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in

YouVersion uses cookies to personalize your experience. By using our website, you accept our use of cookies as described in our Privacy Policy