YouVersion Logo
Search Icon

Geneliezh 35

35
Pennad 35
Jakob e Betel; ganedigezh Benjamin; marv Rachel; marv Izaak
1Doue a lavaras da Jakob: Sav, pign da Vetel ha chom eno, gra eno un aoter d'an Doue en em ziskouezas dit pa dec'hes dirak Ezaü da vreur.
2Jakob a lavaras d'e diegezh ha d'ar re holl a oa gantañ: Lamit an doueoù estren diouzh ho touez, en em c'hlanait ha cheñchit ho tilhad,
3hag e savimp, hag e pignimp da Vetel, hag e raimp eno un aoter d'an Doue en deus respontet din da zeiz va enkrez hag a zo bet ganin e-pad va beaj.
4Neuze e rojont da Jakob an holl zoueoù estren o doa, hag ar gwalinier a oa ouzh o divskouarn. Jakob a zouaras anezho didan an dervenn a oa e-kichen Sichem.
5Goude-se ez ejont kuit. Doue a skoas a spont ar c'hêrioù a oa en-dro dezho ha n'ejont ket war-lerc'h mibien Jakob.
6Jakob a zeuas da Luz, a zo Betel, e bro Ganaan, eñ hag an holl bobl a oa gantañ.
7Sevel a reas eno un aoter hag e c'halvas al lec'h-se El-Betel#35:7 = Doue eus ti Doue, rak eno eo e oa Doue en em ziskouezet dezhañ pa dec'he dirak e vreur.
8Debora, magerez Rebeka, a varvas hag a voe sebeliet izeloc'h eget Betel didan an dervenn a c'halver Allon-Bakuth#35:8 = dervenn an daeroù.
9Doue en em ziskouezas c'hoazh da Jakob pa oa deuet eus Paddan-Aram hag a vennigas anezhañ.
10Doue a lavaras: Da anv a zo Jakob; ne vi ken galvet Jakob met Israel a vo da anv. Hag e roas dezhañ an anv Israel.
11Doue a lavaras: Me eo an Doue holl-c'halloudek. Bez frouezhus ha kresk; ur vroad ha zoken un engroez a vroadoù a c'hano diouzhit, rouaned a zeuio diouzh da lounezhi.
12Me a roio dit ar vro am eus roet da Abraham ha da Izaak, hag e roin ar vro-mañ da'z lignez war da lerc'h.
13Doue a yeas kuit digantañ eus al lec'h m'en doa komzet outañ.
14Jakob a savas ur peul e-lec'h m'en doa komzet outañ, ur peul-maen, hag e skuilhas un evaj-kinnig warnañ, hag e skuilhas eoul warnañ.
15Jakob a c'halvas al lec'h m'en doa komzet outañ Doue: Betel.
16Mont a rejont kuit eus Betel, hag e oa c'hoazh ur pennad-hent evit erruout en Efrata pa c'hanas Rachel. Hag he doe kalz a boan da wilioudiñ.
17Evel m'he doa kalz a boan o wilioudiñ, an amiegez a lavaras: Na'z pez ket aon, rak c'hoazh ec'h eus ur mab.
18Evel ma roe hec'h ene, rak mervel a reas, e c'halvas anezhañ Ben-Oni#35:18 = mab ar glac'har, met e dad e c'halvas Benjamin#35:18 = mab eus an tu dehou.
19Rachel a varvas eta; ha sebeliet e voe war hent Efrata, a zo Betlehem#35:19 = ti ar bara.
20Jakob a savas eno ur peul war he bez. Peul bez Rachel eo, ha chomet eo c'hoazh betek hiziv.
21Israel a yeas kuit hag a fichas e deltenn en tu all da Vigdal-Eder#35:21 = tour an tropell.
22E-pad ma voe Israel o chom er vro-se, e c'hoarvezas ma yeas Ruben da gousket gant Bilha adwreg e dad. Israel a glevas-se. Jakob en doa daouzek mab.
23Mibien Lea: Ruben, kentañ-ganet eus Jakob, Simeon, Levi, Isakar ha Zabulon.
24Mibien Rachel: Jozef ha Benjamin.
25Mibien Bilha matezh Rachel: Dan ha Neftali.
26Mibien Zilpa matezh Lea: Gad hag Aser. Ar re-se eo mibien Jakob, a c'hanas dezhañ e Paddan-Aram.
27Jakob a zeuas etrezek Izaak e dad da v-Mamre e Kirjad-Arba, a zo Hebron, e-lec'h ma oa bet o chom Abraham hag Izaak.
28An amzer ma vevas Izaak a voe eta kant ha pevar-ugent vloaz.
29Neuze e tianalas hag e varvas, hag e voe dastumet etrezek e bobloù, oadet ha gwalc’het a zeizioù. Ezaü ha Jakob e vibien a sebelias anezhañ.

Currently Selected:

Geneliezh 35: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in

YouVersion uses cookies to personalize your experience. By using our website, you accept our use of cookies as described in our Privacy Policy