YouVersion Logo
Search Icon

Geneliezh 30

30
Pennad 30
Bugale Jakob. Darempredoù Jakob gant Laban.
1Pa welas Rachel ne roe ket a vugale da Jakob, he doe gwarizi ouzh he c'hoar hag e lavaras da Jakob: Ro din bugale, pe anez e varvin!
2Kounnar Jakob en em danas a-enep Rachel hag e lavaras: Ha bez' on-me e-lec'h Doue, an Hini n'en deus ket roet dit a frouezh?
3Hi a lavaras: Setu va matezh Bilha. Kae daveti hag e c'hano war va barlenn, hag em bo ivez bugale drezi.
4Reiñ a reas eta dezhañ Bilha he matezh da wreg, ha Jakob a yeas daveti.
5Bilha a goñsevas hag a c'hanas ur mab da Jakob.
6Rachel a lavaras: Doue en deus barnet ac'hanon hag en deus selaouet va mouezh o reiñ din ur mab. Setu perak e c'halvas anezhañ Dan#30:6 = barner.
7Bilha matezh Rachel a goñsevas c'hoazh hag a c'hanas un eil mab da Jakob.
8Rachel a lavaras: Va lakaet en deus Doue da stourm ouzh va c'hoar hag em eus trec'het. Hag e c'halvas anezhañ Neftali#30:8 = va gouren.
9Lea, o welout he doa paouezet da gaout bugale, a gemeras Zilpa he matezh hag he roas da Jakob da wreg.
10Zilpa matezh Lea a c'hanas ur mab da Jakob.
11Lea a lavaras: Pebezh taol-chañs! Hag e c'halvas anezhañ Gad#30:11 = chañs vat.
12Zilpa matezh Lea a c'hanas un eil mab da Jakob.
13Lea a lavaras: Pegen eürus on! Rak ar merc'hed a lavaro ac'hanon eürus. Hag e c'halvas anezhañ Aser#30:13 = eürus.
14Ruben a yeas er-maez da vare eost an ed, a gavas mandragonoù er parkeier hag o degasas da Lea e vamm. Ha Rachel a lavaras da Lea: Ro din, me az ped, eus mandragonoù da vab.
15Hi a respontas: Ha nebeut eo dit bezañ kemeret va fried, ma fell dit c'hoazh kemer mandragonoù va mab? Ha Rachel a lavaras: Ac'hanta! Ra gousko ganit en nozvezh-mañ evit mandragonoù da vab.
16Pa zistroas Jakob eus ar parkeier d'an abardaez, Lea a yeas en arbenn dezhañ hag a lavaras: Te a zeuio ganin-me, rak da c'hopraet em eus evit mandragonoù va mab. Hag e kouskas ganti en noz-se.
17Doue a selaouas Lea, hag e koñsevas hag e c'hanas ur pempvet mab da Jakob.
18Lea a lavaras: Doue en deus roet din va gopr evit bezañ roet va matezh da'm fried. Hag e c'halvas anezhañ Isakar#30:18 = ur gopr a zo.
19Lea a goñsevas c'hoazh hag a c'hanas ur c'hwec'hvet mab da Jakob.
20Lea a lavaras: Doue en deus roet un donezon brav din. Ar wech-mañ va ozhac'h a chomo ganin, rak roet em eus c'hwec'h mab dezhañ. Hag e c'halvas anezhañ Zabulon#30:20 = annez.
21Goude e c'hanas ur verc'h, hag e c'halvas anezhi Dina#30:21 = barnedigezh.
22Doue en doe soñj eus Rachel, ha Doue he selaouas hag a zigoras he mammog.
23Koñseviñ a reas hag e c'hanas ur mab, hag e lavaras: Doue en deus lamet va mezhegezh.
24Hag e c'halvas anezhañ Jozef#30:24 = ouzhpenn e roio, o lavarout: Ra roio an AOTROU din ur mab all!
25Pa he doe Rachel ganet Jozef, Jakob a lavaras da Laban: Va lez da vont evit ma tistroin da'm bro, e-barzh va douar.
26Ro din va gwragez ha va bugale, em eus da servijet evito, hag ez in kuit, rak te a oar ar servij am eus graet evidout.
27Laban a lavaras: Ra gavin trugarez dirak da zaoulagad, rak anavezet em eus penaos en deus va benniget an AOTROU abalamour dit,
28dibab da-unan da c'hopr, hag en roin dit.
29Eñ a lavaras: Anavezout a rez penaos em eus da servijet hag ar pezh eo deuet da vezañ da loened ganin-me.
30Rak ar pezh az poa a-raok din a oa nebeut a dra, met abaoe e oa gwall gresket hag an AOTROU en deus da venniget war va roudoù. Ha bremañ, pegoulz e labourin ivez evit va zi?
31Laban a lavaras: Petra a roin dit? Jakob a respontas: Ne roi netra din. Mesa a rin c'hoazh da dropell hag o diwallin mar rez kement-mañ evidon:
32tremen a rin hiziv e-touez da holl dropell, o lemel eus o zouez pep loen brizh ha marellet ha pep loen du a-douez an oaned, hag ar re a zo marellet ha brizh a-douez ar givri; hennezh a vo va gopr.
33Va eeunder a roio testeni din en amzer da zont dirazout, pa zeui da anavezout va gopr. Kement na vo ket brizh pe varellet e-touez ar givri, ha du e-touez an oaned, a vo bet laeret ganin.
34Neuze Laban a lavaras: Ac'hanta! Ra vo evel ma ec'h eus lavaret.
35En deiz-se, e lamas ar bouc'hed barrennet ha marellet, an holl c'hivri brizh ha marellet. Kement a oa gwenn ennañ ha kement a oa du e-touez an oaned, o lakaat a reas etre daouarn e vibien.
36Lakaat a reas ur pennad-hent a dri devezh etrezañ-eñ ha Jakob. Jakob a vesaas an nemorant eus tropell Laban.
37Jakob a gemeras skourroù glas a bupli, alamandez ha platan, hag e tibluskas barrennoù gwenn enno, o tizoleiñ ar gwenn a oa er skourroù.
38Lakaat a reas ar skourroù en doa diblusket dirak an deñved el laouerioù hag en dourlec'hioù e-lec'h ma'z ae an deñved da evañ, hag e teuent da dommañ pa zeuent da evañ.
39An deñved eta a zeue da dommañ pa welent ar skourroù, hag e c'hanent oanet barrennet, marellet ha brizh.
40Jakob a lodenne an oaned hag a lakae deñved tropell Laban dirak ar re a oa barrennet ha kement a oa du. Hag e lakae e loened a-gostez, n'o lakae ket e-kichen tropell Laban.
41Hag e c'hoarveze penaos bep gwech ma teue da dommañ ar re greñvañ eus an tropell, Jakob a lakae ar skourroù dirak daoulagad al loened el laouerioù evit ma teujent da dommañ e-kichen ar skourroù.
42Pa veze gwan an deñved, n'o lakae ket, e doare ma oa ar re wan da Laban hag ar re greñv da Jakob.
43An den-se a zeuas da vezañ pinvidikoc'h-pinvidikañ hag en doe un niver bras a loened, mitizhien ha mevelien, kañvaled hag ezen.

Currently Selected:

Geneliezh 30: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in

YouVersion uses cookies to personalize your experience. By using our website, you accept our use of cookies as described in our Privacy Policy