YouVersion Logo
Search Icon

Geneliezh 28

28
Pennad 28
Jakob e Paddan-Aram. Huñvre Jakob
1Izaak a c'halvas Jakob, a vennigas anezhañ hag a c'hourc'hemennas dezhañ, o lavarout: Ne gemeri ket ur wreg e-touez merc'hed Kanaan.
2Sav, kae da Baddan-Aram, da di Betuel tad da vamm, ha kemer ur wreg ac'hane e-touez merc'hed Laban breur da vamm.
3Ra vennigo an Doue holl-c’halloudek ac’hanout ha ra lakaio ac’hanout da vezañ frouezhus ha da greskiñ ha ra zeui un niver bras a bobloù.
4Ra roio dit bennozh Abraham, dit ha da’z lignez ganit, evit ma vo dit ar vro emaout enni hag en deus roet Doue da Abraham!
5Neuze Izaak a gasas Jakob. Hemañ a yeas da Baddan-Aram etrezek Laban mab Betuel an Aramean breur Rebeka, mamm Jakob hag Ezaü.
6Ezaü a welas penaos Izaak en doa benniget Jakob, en doa e gaset da Baddan-Aram evit kemer ur wreg eno hag, en ur vennigañ anezhañ, en doa gourc'hemennet dezhañ, o lavarout: Ne gemeri ket ur wreg a-douez merc'hed Kanaan.
7Gwelout a reas en doa sentet Jakob ouzh e dad hag ouzh e vamm, hag e oa aet da Baddan-Aram.
8Ezaü, o welout eta e tisplije merc'hed Kanaan da Izaak e dad,
9a yeas da gavout Ismael hag a gemeras evel gwreg, ouzhpenn ar gwragez en doa, Mahalad merc'h Ismael mab Abraham ha c'hoar Nebajod.
10Jakob a guitaas Beer-Sheba hag a yeas da Charan.
11Erruout a reas en ul lec'h ma tremenas an noz ennañ, dre ma oa kuzhet an heol. Kemer a reas eta unan eus ar vein al lec'h-se evel plueg hag e kouskas el lec'h-se.
12Neuze en doe un huñvre. Setu, ur skeul a oa kempennet war an douar hag he fenn a stoke an neñvoù, ha setu, aeled Doue a bigne hag a ziskenne drezi.
13Ha setu, an AOTROU en em zalc'he a-us dezhi hag a lavaras: Me eo an AOTROU, Doue Abraham da dad ha Doue Izaak. An douar ma'z out gourvezet warni a roin dit ha da'z lignez.
14Da lignez a vo evel poultr an douar; hag en em strewi er c'huzh-heol hag er sav-heol, en hanternoz hag er c'hreisteiz, hag holl diegezhioù an douar a vo benniget ennout hag ez lignez.
15Setu, me a zo ganit hag e tiwallin ac'hanout e kement lec'h ma'z i, hag e tegasin ac'hanout er vro-mañ rak ne zilezin ket ac'hanout ken em bo graet ar pezh am eus lavaret.
16Jakob a zihunas eus e gousk hag a lavaras: A-dra-sur, an AOTROU a zo el lec'h-mañ ha ne ouien netra a-se!
17Aon en doe hag e lavaras: Pegen spontus eo al lec'h-mañ. Amañ eo emañ ti Doue, hag amañ emañ dor an neñvoù!
18Jakob a savas beure-mat hag a gemeras ar maen en doa tapet evel plueg, en lakaas en e sav evel ur peul hag e skuilhas eoul war e benn.
19Gervel a reas al lec'h-se Betel#28:19 = ti Doue. Met diagent, anv ar gêr a oa Luz.
20Jakob a reas ur gouestl, o lavarout: Ma vez Doue ganin, ma tiwall ac'hanon er veaj a ran, ma ro bara din da zebriñ ha dilhad da wiskañ,
21ha ma tistroan e peoc'h da di va zad, an AOTROU a vo va Doue
22hag ar maen-mañ am eus lakaet en e sav evel ur peul a vo ti Doue; hag eus kement a roi din, e roin dit an deog gant lealded.

Currently Selected:

Geneliezh 28: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in

YouVersion uses cookies to personalize your experience. By using our website, you accept our use of cookies as described in our Privacy Policy