YouVersion Logo
Search Icon

Geneliezh 25

25
Pennad 25
Marv Abraham. Diskennidi Abraham. Ezaü a werzh e henañded
1Abraham a gemeras ur wreg all anvet Ketura,
2a c’hanas dezhañ Zimran, Jokshan, Medan, Madian, Jishbak ha Shuak.
3Jokshan a voe tad da Seba ha Dedan. Mibien Dedan a voe an Ashurim, al Letushim hag al Leummim.
4Mibien Madian a voe Efa, Efer, Hanok, Abida hag Eldaa. Ar re-se holl a zo mibien Ketura.
5Abraham a roas da Izaak kement en doa.
6Ober a reas profoù da vibien e adwragez hag e kasas anezho, e-pad e vuhez, pell diouzh e vab Izaak etrezek bro ar Sav-heol.
7Deizioù bloavezhioù buhez Abraham a voe kant pemzek vloaz ha tri-ugent.
8Abraham a zianalas hag a varvas en ur gozhni gaer, oadet ha gwalc’het a zeizioù, hag e voe dastumet etrezek e bobloù.
9E vibien Izaak hag Ismael a sebelias anezhañ e kev Makpela, e park Efron mab Zohar an Hitit, a zo dirak Mamre,
10ar park en doa prenet Abraham digant bugale Hed. Eno eo e voe sebeliet Abraham gant Sara e wreg.
11Goude marv Abraham, Doue a vennigas Izaak e vab. Hag Izaak a chomas tost da Veer-Lahai-Roi#25:11 = puñs an hini a vev hag am gwel.
12Setu lignez Ismael mab Abraham, an hini he doa ganet Agar an Ejipsianez matezh Sara da Abraham.
13Setu anvioù mibien Ismael, o anvioù hervez o urzh a c’hanedigezh: Nebajod kentañ-ganet Ismael, Kedar, Adbeel, Mibsam,
14Mishma, Duma, Masa,
15Hadad, Tema, Jetur, Nafish ha Kedma.
16Ar re-se eo mibien Ismael, hag ar re-se eo o anvioù hervez o c’hêriadennoù hag o c’hlozier. Ar re-se a voe an daouzek priñs eus o fobloù.
17Bloavezhioù buhez Ismael a voe kant seizh vloaz ha tregont. Neuze e tianalas hag e varvas, hag e voe dastumet etrezek e bobloù.
18E vibien a chomas adalek Havila betek Shur, a zo dirak an Ejipt pa’z eer war-zu Asiria. Diazezañ a reas dirak e holl vreudeur.
19Setu lignez Izaak mab Abraham. Abraham a voe tad da Izaak.
20Izaak a oa oadet a zaou-ugent vloaz pa zimezas da Rebeka merc’h Betuel an Aramean eus Paddan-Aram, c’hoar Laban an Aramean.
21Izaak a aspedas an AOTROU evit e wreg, rak houmañ a oa gaonac’h. An AOTROU a voe aspedet gantañ ha Rebeka e wreg a goñsevas.
22Ar vugale en em vounte enni hag hi a lavaras: Mard eo evel-se, perak ez on-me? Hag ez eas da c’houlenn kuzul digant an AOTROU.
23An AOTROU a lavaras: Div vroad a zo ez kof ha div bobl en em lodenno o tont ac’hanout. Unan eus ar pobloù-se a vo kreñvoc’h eget egile, hag an hini vrasañ a servijo an hini vihanañ.
24Hec’h amzer da wilioudiñ en em gavas; ha setu ma oa gevelled en he c’hof.
25An hini a zeuas er-maez da gentañ a oa rous penn-da-benn evel ur vantell vlev, hag e c’halvjont anezhañ Ezaü.
26Goude, e teuas e vreur er-maez o terc’hel seul Ezaü, hag e voe galvet Jakob. Izaak a oa oadet a dri-ugent vloaz pa voent ganet.
27Ar vugale a greskas. Ezaü a zeuas da vezañ ur chaseour ijinus, un den a-ziwar ar maez, met Jakob a oa peoc’hius, oc’h en em zerc’hel en deltennoù.
28Izaak a gare Ezaü, dre ma tebre eus e jiber, met Rebeka a gare Jakob.
29Evel ma poazhe Jakob legumaj, Ezaü a zeuas eus ar maezioù hag e oa skuizh.
30Ezaü a lavaras da Jakob: Ro din, me az ped, da zebriñ eus ar rouz-se, rak gwall skuizh on. Setu perak e oa galvet Edom#25:30 = rous.
31Met Jakob a lavaras: Gwerzh din da gentañ da henañded.
32Ezaü a lavaras: Setu, ez an da vervel, da betra e servijo din an henañded?
33Jakob a lavaras: Tou din da gentañ. Hag e touas dezhañ hag e werzhas e henañded da Jakob.
34Jakob a roas da Ezaü bara ha legumaj piz-rous, hag e tebras hag ec'h evas. Neuze e savas hag ez eas kuit. Evel-se Ezaü a zisprizas an henañded.

Currently Selected:

Geneliezh 25: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in

YouVersion uses cookies to personalize your experience. By using our website, you accept our use of cookies as described in our Privacy Policy