YouVersion Logo
Search Icon

Geneliezh 24

24
Pennad 24
Abraham a gas e servijer da zibab Rebeka evit Izaak
1Abraham a oa kozh hag oadet bras. An AOTROU en doa benniget Abraham en holl draoù.
2Abraham a lavaras d'e servijer, an hini koshañ en e di, an hini a oa mestr war kement a oa dezhañ: Laka, me az ped, da zorn dindan va morzhed,
3hag e lakain ac'hanout da douiñ dre an AOTROU, Doue an neñv ha Doue an douar, na gemeri ket ur wreg da'm mab a-douez merc'hed ar Gananeiz, emaon o chom en o zouez.
4Met mont a ri da'm bro, etrezek va c'herent, hag e kemeri eno ur wreg evit va mab, evit Izaak.
5Ar servijer a respontas: Marteze ne fello ket d'ar wreg heuliañ ac'hanon betek ar vro-mañ. Ha ret e vo din kas da vab d'ar vro ma oas deuet diouti?
6Abraham a lavaras: Diwall da gas di va mab en-dro!
7An AOTROU, Doue an neñv, an hini en deus va c'hemeret eus ti va zad hag eus bro va ganedigezh, an hini en deus komzet ouzhin hag en deus touet din, o lavarout: Reiñ a rin da'z lignez ar vro-mañ, a gaso e-unan dirazout e ael, hag e kemeri ac'hane ur wreg evit va mab.
8Ma ne fell ket d'ar wreg heuliañ ac'hanout, e vi kuit eus al le-mañ a c'houlennan diganit. Hogen na gas ket di va mab en-dro.
9Ar servijer a lakaas e zorn dindan morzhed Abraham e vestr, hag e touas dezhañ ober kement en doa lavaret.
10Ar servijer a gemeras dek kañval a-douez kañvaled e vestr hag a yeas kuit, o kas gantañ pep seurt madoù digant e vestr etre e zaouarn. Sevel a reas eta hag a yeas e Mezopotamia, e kêr Nakor.
11Lakaat a reas ar c'hañvaled da ziskuizhañ war o daoulin e-maez eus kêr e-kichen ur puñs dour, war-dro an abardaez, d'an eur ma'z ae er-maez ar merc’hed a yae da dennañ dour.
12Lavarout a reas: AOTROU, Doue va mestr Abraham, laka ac'hanon, me az ped, da gavout hiziv ar pezh a glaskan, ha diskouez madelezh e-keñver va mestr Abraham.
13Setu, en em zalc'han e-tal ar vammenn, ha merc'hed tud kêr a zeu da dennañ dour.
14Ar plac'h yaouank ma lavarin dezhi: Izela, me az ped, da bod evit ma'c'h evin, hag a responto: Ev ha me a zouraio ivez da gañvaled, ra vo houmañ an hini ac'h eus dibabet evit da servijer Izaak! Hag ec'h anavezin dre eno e tiskouezez madelezh e-keñver va mestr.
15A-raok m'en doe echuet da gomz, setu, Rebeka, merc'h Betuel, mab Milka, gwreg Nakor, breur Abraham, a zeue er-maez gant he fod war he skoaz.
16Ar plac'h yaouank a oa gwall gaer. Gwerc'hez e oa ha gwaz ebet n'en doa hec'h anavezet. Diskenn a reas d'ar vammenn, leuniañ a reas he fod, hag ec'h adpignas.
17Ar servijer a redas dirazi hag a lavaras: Lez ac'hanon da evañ, me az ped, ur banne dour eus da bod.
18Hi a lavaras: Ev, va aotrou. Hag e hastas izelaat he fod war he dorn, hag e roas dezhañ da evañ.
19P'he doe echuet da reiñ dezhañ da evañ, e lavaras: Tennañ a rin ivez evit da gañvaled, betek m'o devo echuet da evañ.
20Hag e hastas goullonderiñ he fod el laouer, e redas d'ar puñs da dennañ dour, hag e tennas evit an holl gañvaled.
21An den a selle outi hag a chome souezhet ha sioul, o klask da c'houzout hag-eñ en doa roet an AOTROU tro vat pe nann d'e veaj.
22P'o doe echuet ar c'hañvaled da evañ, an den a gemeras ur walenn-aour a boueze ur beka#24:22   5 g ha div dro-vrec'h evit he daouarn a boueze dek sikl aour.
23Lavarout a reas: Da biv ez out merc'h? Lavar din, me az ped. Ha bez' ez eus e ti da dad lec'h evidomp da dremen an noz?
24Hi a lavaras: Merc'h da Vetuel on, ar mab a c'hanas Milka da Nakor.
25Lavarout a reas c'hoazh: Bez' ez eus du-mañ kalz a blouz hag a foenn, hag ivez lec'h evit tremen an noz.
26An den a soublas e benn hag a stouas dirak an AOTROU,
27hag e lavaras: Benniget ra vo an AOTROU, Doue va mestr Abraham, ha n'en deus ket paouezet da vezañ trugarezus ha gwirion e-keñver va mestr! Pa oan en hent, an AOTROU en deus va renet e ti breudeur va mestr.
28Ar plac'h yaouank a redas da lavarout an traoù-mañ da di he mamm.
29Rebeka he doa ur breur anvet Laban. Laban a redas er-maez etrezek an den e-kichen ar vammenn.
30Kerkent ha m'en doa gwelet ar walenn hag an troioù-brec'h e daouarn e c'hoar ha m'en doa klevet komzoù Rebeka e c'hoar, o lavarout: An den-se en deus komzet din evel-se, e teuas da gavout an den. Ha setu, en em zalc'he e-kichen ar c'hañvaled tost d'ar vammenn.
31Lavarout a reas: Deus e-barzh, benniget gant an AOTROU! Perak en em zalc'hez er-maez? Kempennet em eus an ti hag ul lec'h evit ar c'hañvaled?
32An den a yeas eta en ti. Laban a ziskargas ar c'hañvaled hag a roas plouz ha boued d'ar c'hañvaled, ha dour da walc'hiñ e dreid ha treid an dud a oa gantañ.
33Hag e voe kinniget dezhañ da zebriñ. Met eñ a lavaras: Ne zebrin ket ken na'm bo lavaret ar pezh am eus da lavarout. Komz! emezañ.
34Neuze e lavaras: Me eo servijer Abraham.
35An AOTROU en deus benniget-meurbet va mestr, hag eo deuet da vezañ bras. Roet en deus dezhañ deñved hag ejened, arc'hant hag aour, mevelien ha mitizhien, kañvaled hag ezen.
36Sara, gwreg va mestr, he deus ganet ur mab da'm mestr goude ma oa oadet, ha roet en deus dezhañ kement en deus.
37Va mestr en deus lakaet ac'hanon da douiñ, o lavarout: Ne gemeri ket ur wreg da'm mab e-touez merc'hed Kanaan, er vro m'emaon o chom enni,
38met mont a ri etrezek ti va zad ha war-zu va c'herentiezh, hag e kemeri eno ur wreg evit va mab.
39Lavarout a ris da'm mestr: Marteze ne'm heulio ket ar wreg.
40Respont a reas din: An AOTROU a gerzhan dirazañ, a gaso e ael ganit hag a lakaio ac'hanout d'ober tro vat, hag e kemeri ur wreg evit va mab, eus va c'herentiezh, eus ti va zad.
41Kuit e vi eus al le a rez din pa vi aet etrezek va c'herentiezh, ha ma ne roer ket anezhi dit, kuit e vi eus al le a rez din.
42Pa'z on deuet hiziv d'ar vammenn, em eus lavaret: AOTROU, Doue va mestr Abraham, mar plij ganit lakaat da zont a-benn ar veaj am eus kemeret,
43setu, en em zalc'han e-tal ar vammenn; ar plac'h yaouank a zeuio da dennañ dour hag e lavarin dezhi: Ro din, me az ped, da evañ ur banne dour eus da bod, hag a responto din:
44Ev te da-unan hag e tennin ivez da'z kañvaled, ra vo houmañ ar wreg en deus dibabet an AOTROU evit mab va mestr.
45A-raok m'em boa echuet da gomz em c'halon, setu, Rebeka a zeue er-maez gant he fod war he skoaz. Diskennet eo d'ar vammenn ha tennet he deus dour. Lavaret em eus dezhi: Ro din da evañ, me az ped.
46Hastet he deus izelaat he fod diwar-c'horre he skoaz, ha lavaret he deus din: Ev hag e roin ivez dour da'z kañvaled. Evet em eus ha roet he deus ivez da evañ d'ar c'hañvaled.
47Goulennoù am eus graet diouti, o lavarout: Da biv ez out merc'h? Respontet he deus din: Merc'h da Vetuel on, ar mab a c'hanas Milka da Nakor. Neuze em eus lakaet ar walenn war he fri hag an troioù-brec'h ouzh he daouarn.
48Goude-se em eus soublet va fenn hag em eus stouet dirak an AOTROU, hag em eus benniget an AOTROU, Doue va mestr Abraham, eñ hag en deus va renet eeun da gemer merc'h breur va mestr evit e vab.
49Bremañ, ma fell deoc'h bezañ dereat ha leal e-keñver va mestr, disklêriit din; er c'hontrol, disklêriit din hag e troin a-zehou pe a-gleiz.
50Laban ha Betuel a respontas hag a lavaras: An dra a zeu a-berzh an AOTROU, ne c'hellomp lavarout dit na fall na mad.
51Setu, Rebeka a zo dirazout, kemer anezhi ha kae, ha ra vo gwreg mab da vestr evel m'en deus lavaret an AOTROU.
52Adalek m'en doa klevet servijer Abraham ar c'homzoù-se, e stouas d'an douar dirak an AOTROU.
53Ar servijer a dennas traoù arc'hant, traoù aour ha dilhad, hag o roas da Rebeka. Reiñ a reas ivez traoù prizius d'he breur ha d'he mamm.
54Neuze e tebrjont hag ec'h evjont, eñ hag an dud a oa gantañ, hag e tremenjont an noz eno. Sevel a rejont an deiz war-lerc'h, hag ar servijer a lavaras: Kasit ac'hanon da'm mestr.
55He breur hag he mamm a lavaras: Ra chomo ar plac'h yaouank ganeomp un nebeud deizioù, dek devezh. Neuze ez aio.
56Eñ a lavaras: Na zaleit ket ac'hanon, pa en deus benniget an AOTROU va beaj. Kasit ac'hanon kuit evit ma'z in da gavout va mestr.
57Neuze e lavarjont: Galvomp ar plac'h yaouank ha goulennomp outi hec'h ali.
58Gervel a rejont eta Rebeka hag e lavarjont: Ha fellout a ra dit mont gant an den-mañ? Hag e respontas: Mont a rin.
59Neuze e lezjont Rebeka o c'hoar da vont gant he magerez, gant servijer Abraham hag e dud.
60Bennigañ a rejont Rebeka hag e lavarjont: O hor c'hoar, bez mamm da viliadoù a zekviliadoù ha ra zalc'ho da lignez dor hec'h enebourien.
61Rebeka hag he mitizhien a savas, a bignas war ar c'hañvaled hag a heulias an den-mañ. Ar servijer a gemeras Rebeka hag a yeas en hent.
62Izaak a zistroe eus Beer-Lahai-Roi#24:62 = puñs an hini a vev hag am gwel hag a voe o chom e bro ar C'hreisteiz.
63Izaak, o vezañ aet da brederiañ er parkeier d'an abardaez, a savas e zaoulagad, a sellas, ha setu kañvaled a errue.
64Rebeka a savas he daoulagad, a welas Izaak hag a ziskennas diwar ar c'hañval.
65Lavarout a reas d'ar servijer: Piv eo an den-se a zeu er parkeier a-raok deomp? Ar servijer a respontas: Va mestr eo. Hag e kemeras he gouel hag en em c'holoas.
66Ar servijer a lavaras da Izaak an holl draoù en doa graet.
67Izaak a gasas anezhi e teltenn Sara e vamm. Kemer a reas Rebeka a zeuas da vezañ e wreg, hag e karas anezhi. Izaak a voe frealzet goude marv e vamm.

Currently Selected:

Geneliezh 24: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in

YouVersion uses cookies to personalize your experience. By using our website, you accept our use of cookies as described in our Privacy Policy