YouVersion Logo
Search Icon

Geneliezh 22

22
Pennad 22
Aberzh Izaak
1C'hoarvezout a reas, goude an traoù-mañ, ma'c'h amprouas Doue Abraham, hag e lavaras dezhañ: Abraham! Eñ a respontas: Setu-me amañ!
2Lavarout a reas: Kemer da vab, da vab nemetañ, an hini a garez, Izaak, ha kae gantañ da vro v-Moria, hag eno kinnig anezhañ e loskaberzh war unan eus ar menezioù a lavarin dit.
3Abraham a savas beure-mat, a sternas e azen, a gemeras daou eus e vevelien gantañ hag Izaak e vab. Faoutañ a reas koad evit al loskaberzh hag ez eas etrezek al lec'h m'en doa lavaret Doue.
4D'an trede devezh, Abraham, o sevel e zaoulagad, a welas al lec'h a-bell.
5Abraham a lavaras d'e vevelien: Chomit amañ gant an azen, me hag ar bugel a yelo betek aze hag ec'h azeulimp, ha neuze e tistroimp d'ho kavout.
6Abraham a gemeras ar c'hoad evit al loskaberzh hag en lakaas war Izaak e vab. Neuze e kemeras an tan hag ar gontell en e zorn; hag ez ejont o-daou asambles.
7Neuze Izaak a gomzas da Abraham e dad hag a lavaras: Va zad! Eñ a respontas: Setu-me amañ, va mab! Lavarout a reas: Setu an tan hag ar c'hoad, met pelec'h emañ an oan evit al loskaberzh?
8Abraham a respontas: Va mab, Doue a bourvezo e-unan an oan evit al loskaberzh. Hag e kerzhjont o-daou asambles.
9Dont a rejont d'al lec'h m'en doa lavaret Doue. Abraham a savas eno un aoter, a renkas ar c'hoad, a liammas Izaak e vab hag a lakaas anezhañ war an aoter, dreist ar c'hoad.
10Neuze Abraham a astennas e zorn hag a gemeras ar gontell evit lazhañ e vab.
11Met ael an AOTROU a grias dezhañ eus an neñvoù hag a lavaras: Abraham, Abraham! Eñ a respontas: Setu-me amañ!
12Lavarout a reas: Na zoug ket da zorn war ar bugel ha na ra netra dezhañ. Rak bremañ ec'h anavezan penaos e toujez Doue, pa ne'c'h eus ket espernet da vab, da vab nemetañ.
13Abraham a savas e zaoulagad hag a sellas, ha setu e oa a-dreñv dezhañ ur maout dalc'het dre e gerniel e-touez an drein. Abraham a yeas da gemer ar maout hag a ginnigas anezhañ e loskaberzh e-lec'h e vab.
14Abraham a c'halvas al lec'h-se Jehova-Jire#22:14 = an AOTROU a bourvezo, e doare ma lavarer hiziv: War Venez an AOTROU e vo pourvezet.
15Ael an AOTROU a grias eus an neñv da Abraham evit an eil gwech
16hag a lavaras: Touiñ a ran drezon va-unan, a lavar an AOTROU, penaos pa ec'h eus graet kement-se ha pa ne'c'h eus ket espernet da vab, da vab nemetañ,
17me a vennigo ac'hanout a-dra-sur, hag e kreskin da lignez a-dra-sur evel stered an neñvoù hag evel an traezh a zo war vord ar mor, ha da'z lignez e vo dalc'h dor hec'h enebourien.
18Holl vroadoù an douar a vo benniget ez lignez, dre ma ec'h eus sentet ouzh va mouezh.
19Abraham a zistroas da gavout e vevelien, hag e savjont hag ez ejont asambles da Veer-Sheba. Abraham a oa o chom e Beer-Sheba.
20Goude an traoù-mañ, e voe lavaret da Abraham: Setu, Milka he deus ganet ivez bugale da Nakor da vreur:
21Uz e gentañ-ganet, Buz e vreur, Kemuel tad Aram,
22Kezed, Hazo, Pildash, Jidlaf ha Betuel.
23Betuel a voe tad da Rebeka. Milka a c'hanas an eizh-se da Nakor breur Abraham.
24E adwreg anvet Reuma, a c'hanas ivez Teba, Gaham, Tahash ha Maaka.

Currently Selected:

Geneliezh 22: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in

YouVersion uses cookies to personalize your experience. By using our website, you accept our use of cookies as described in our Privacy Policy