YouVersion Logo
Search Icon

Geneliezh 19

19
Pennad 19
Distruj ar c'hêrioù kablus
1An daou ael a erruas e Sodom d'an abardaez. Lot a oa azezet e-tal dor Sodom. Lot o gwelas, a savas evit mont a-raok dezho hag a stouas e zremm d'an douar.
2Neuze e lavaras: Setu, me ho ped va Aotrounez, deuit da lojañ e ti ho servijer, tremenit an noz ennañ, gwalc'hit ho treid, warc'hoazh ar beure e savot hag e kendalc'hot hoc'h hent. Ar re-mañ a lavarjont: Nann, ni a dremeno an noz er straed.
3Met kement e talc'has warno ma'z ejont da lojañ gantañ ha ma teujont en e di. Ur fest a roas, hag e lakaas da boazhañ bara hep goell. Ha debriñ a rejont.
4Ne oant ket c'hoazh aet da gousket, ma teuas gwazed kêr, gwazed Sodom, en-dro d'an ti, adalek ar re yaouankañ betek ar re goshañ, an holl bobl a-unan.
5O c'hervel Lot, e lavarjont: Pelec'h emañ an dud a zo deuet ez ti en nozvezh-mañ? Laka anezho da zont er-maez evit ma'c'h anavezimp anezho.
6Lot a yeas d'o c'havout e digor e di hag a serras an nor war e lerc'h.
7Lavarout a reas: Me ho ped, va breudeur, na rit ket a zroug!
8Setu, em eus div werc'h n'o deus anavezet gwaz ebet, o degas a rin deoc'h hag e reot dezho ar pezh a blijo ganeoc'h. Hogen na rit netra d'an dud-se abalamour ma'z int deuet e skeud va zoenn.
9Lavarout a rejont: En em denn alese! Lavarout a rejont c'hoazh: Hemañ a zo deuet amañ evel diavaeziad hag en em vesk da varn! Ac'hanta, ni a raio dit gwashoc'h egeto. Hag, o waskañ Lot gant taerder, e tostajont da derriñ an nor.
10An dud-se, oc'h astenn o daouarn, a lakaas Lot da zont en ti ganto hag a serrjont an nor.
11Hag e skojont a zallidigezh ar re a oa dirak digor an ti, adalek an hini bihanañ betek an hini brasañ, e doare ma skuizhjont o klask an nor.
12An dud-se a lavaras da Lot: Piv c'hoazh a zo amañ ganit? Mibien-kaer, mibien, merc'hed ha kement a zo dit, laka anezho holl da vont ac'hann.
13Rak emaomp o vont da zistrujañ al lec'h-mañ, dre ma'z eo bras dirak an AOTROU ar c'hri a-enep tud al lec'h-mañ. An AOTROU en deus hon degaset evit e zistrujañ.
14Lot a yeas hag a gomzas ouzh e vibien-kaer, ar re o doa kemeret e verc'hed, hag a lavaras: Savit, kit kuit eus al lec'h-mañ, rak emañ an AOTROU o vont da zistrujañ ar gêr. Met e vibien-kaer a gredas e rae goap.
15Adalek ma savas gouloù-deiz, an aeled a vountas Lot, o lavarout: Sav, kemer da wreg ha da ziv verc'h a zo amañ, gant aon na vefes kollet e kastiz ar gêr.
16Hag evel ma talee, an dud-se a grogas en e zorn. Kemer a rejont ivez dorn e wreg ha re e ziv verc'h, dre ma felle d'an AOTROU e espern. Degas a rejont anezhañ er-maez eus kêr.
17Raktal, evel ma o doe lakaet anezho er-maez, unan a lavaras: Savete da vuhez, na sell ket war da lerc'h ha na zale e lec'h ebet eus ar blaenenn. En em savete war ar menez, gant aon na vefes kollet.
18Lot a respontas: Nann, Aotrou,
19da bediñ a ran, setu, da servijer en deus kavet trugarez dirak da zaoulagad, hag ec'h eus diskouezet da vadelezh em c'heñver en ur salviñ din va buhez. Met ne c'hellan ket en em saveteiñ war ar menez a-raok ma teuio ar gwall da'm zapout, hag e varvin.
20Setu, ar gêr-mañ a zo tost a-walc'h evit tec'hout enni, ha bihan eo. Ra en em savetein enni me az ped, ha n'eo ket bihan? Ra vevo va ene!
21Hag e lavaras: Setu, e roan dit c'hoazh ar c'hras-se, ne zistrujin ket ar gêr ac'h eus komzet diwar he fenn.
22Hast en em saveteiñ enni, rak ne c'hellan ober netra betek ma vi aet enni. Setu perak e voe anvet ar gêr-se Zoar.
23Evel ma save an heol war an douar, Lot a yeas e Zoar.
24Neuze an AOTROU a lakaas da gouezhañ war Sodom ha Gomora glav soufr ha tan a-berzh an AOTROU eus krec'h an neñvoù.
25Distrujañ a reas ar c'hêrioù-se, ar blaenenn a-bezh, holl dud ar c'hêrioù hag ar pezh a gresk war an douar.
26Gwreg Lot a sellas war he lerc'h, hag e teuas da vezañ un delwenn holen.
27Abraham a savas beure-mat hag a zeuas el lec'h ma oa en em zalc'het dirak an AOTROU.
28Sellout a reas etrezek Sodom ha Gomora, ha war holl c'horre bro ar blaenenn, hag e welas o pignat eus an douar ur vogedenn evel mogedenn ur fornez.
29Pa zistrujas Doue kêrioù ar blaenenn, Doue en doa soñj eus Abraham. Hag e lakaas Lot da vont kuit eus kreiz an dismantr, pa ziskaras ar c'hêrioù m'en doa chomet Lot enno.
30Lot a bignas eus Zoar hag a chomas er menez gant e ziv verc'h, rak aon en doa chom e Zoar. Hag e chomas en ur c'hev, eñ hag e ziv verc'h.
31An hini henañ a lavaras d'an hini yaouankañ: Hon tad a zo kozh ha n'eus den war an douar da zont etrezek ennomp hervez giz an douar holl.
32Deus, roomp gwin da evañ d'hon tad ha kouskomp gantañ evit ma virimp gouenn hon tad.
33Hag e rojont da evañ d'o zad gwin en noz-se. An hini henañ a zeuas hag a gouskas gant he zad. Ha ne ouezas ket pegoulz e kouskas na pegoulz e savas.
34An deiz war-lerc'h, an hini henañ a lavaras d'an hini yaouankañ: Setu, kousket em eus en noz tremenet gant va zad, roomp gwin da evañ dezhañ c'hoazh en noz-mañ. Neuze kae ha kousk gantañ evit ma virimp gouenn hon tad.
35Hag e rojont da evañ d'o zad gwin en noz-se. An hini yaouankañ a zeuas hag a gouskas gantañ. Ha ne ouezas ket pegoulz e kouskas na pegoulz e savas.
36Div verc'h Lot a goñsevas diouzh o zad.
37An hini henañ a c'hanas ur mab hag en galvas Moab. Hemañ eo tad ar Voabiz betek hiziv.
38An hini yaouankañ ivez a c'hanas ur mab hag en galvas Ben-Ammi. Hemañ eo tad an Ammoniz betek hiziv.

Currently Selected:

Geneliezh 19: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in

YouVersion uses cookies to personalize your experience. By using our website, you accept our use of cookies as described in our Privacy Policy