YouVersion Logo
Search Icon

Geneliezh 18

18
Pennad 18
Aeled Doue. Erbedenn Abraham evit Sodom
1Neuze an AOTROU en em ziskouezas dezhañ e dervennoù Mamre, pa edo azezet e toull-dor e deltenn e-pad tommder an deiz.
2Sevel a reas e zaoulagad hag e sellas: setu, tri den a oa en o sav dirazañ. Adalek ma o gwelas, e redas a-raok dezho eus toull-dor e deltenn hag e stouas d'an douar.
3Hag e lavaras: Va Aotrou, da bediñ a ran, mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, na dremen ket e-biou da servijer.
4Ra vo kemeret, me ho ped, ur bannac'h dour, ha gwalc'hit ho treid ha diskuizhit dindan ar wezenn-mañ.
5Degas a rin un tamm bara hag e kreñvaot ho kalon; goude-se e tremenot e-biou, rak evit-se eo oc'h tremenet tost d'ho servijer. Lavarout a rejont: Gra evel ma ec'h eus lavaret.
6Abraham a yeas buan en e deltenn da gavout Sara, hag e lavaras: Degas buan tri sea#18:6   35 l flour bleud, toaz ha gra gwastell ganto.
7Abraham a redas da gichen an tropell, a gemeras ul leue tener ha mat, en roas d'ar servijer, hag hemañ a hastas e fichañ.
8Kemer a reas amann ha laezh, hag al leue a oa fichet, hag o lakaas dirazo. Eñ en em zalc'has dirazo didan ar wezenn, hag e tebrjont.
9Lavarout a rejont: Pelec'h emañ Sara da wreg? Respont a reas: Setu-hi aze en deltenn.
10Unan a lavaras: Ne vankin ket da zistreiñ da'z kavout d'ar poent-mañ eus ar bloaz, ha Sara da wreg he devo ur mab. Sara a selaouas diouzh toull-dor an deltenn a oa a-drek dezhañ.
11Abraham ha Sara a oa kozh hag erruet en oad. Sara n'he doa ken ar pezh o deus ar gwragez ar c'hiz da gaout.
12Sara a c'hoarzhas enni hec'h-unan, o lavarout: Pa'z on kozh, ha bez' em befe ar blijadur-se? Va aotrou a zo kozh ivez.
13An AOTROU a lavaras da Abraham: Perak 'ta he deus c'hoarzhet Sara, o lavarout: Ha genel a rafen e gwirionez, kozh evel ma'z on?
14Hag e vefe un dra bennak dibosupl d'an AOTROU? D'an amzer lavaret, e tistroin da'z kavout d'ar poent-mañ eus ar bloaz, ha Sara he devo ur mab.
15Sara a nac'has, o lavarout: Ne'm eus ket c'hoarzhet, rak aon he doe. Met eñ a lavaras: Geo, c'hoarzhet ec'h eus.
16An dud-se a savas ac'hane hag a sellas etrezek Sodom. Abraham a yeas ganto d'o ambroug.
17An AOTROU a lavaras: Ha kuzhat a rin da Abraham ar pezh a rin,
18pa zle Abraham dont da vezañ ur vroad vras ha galloudek, ha ma vo holl vroadoù an douar benniget ennañ?
19E anavezet em eus evit ma c'hourc'hemenno d'e vibien ha d'e diegezh war e lerc'h mirout hent an AOTROU, en ur ober kement a zo reizh hag eeun, evit ma lakaio an AOTROU da zont war Abraham ar pezh en deus lavaret anezhañ.
20An AOTROU a lavaras: Ar c'hri a-enep Sodom ha Gomora a zo kresket hag o fec'hed a zo bras-meurbet.
21Fellout a ra din diskenn ha gwelout hag-eñ o deus graet e gwirionez hervez ar c'hri a zo deuet betek ennon; ha ma n'emañ ket evel-se, me en gouezo.
22An dud-se a bellaas hag a yeas etrezek Sodom. Met Abraham en em zalc'has c'hoazh dirak an AOTROU.
23Abraham a dostaas hag a lavaras: Ha lakaat a ri ivez an hini reizh da vezañ kollet gant an hini fallakr?
24Marteze ez eus hanter-kant den reizh e kêr: o c'holl a ri ivez, ha ne bardoni ket d'al lec'h-se abalamour d'an hanter-kant den reizh-se a zo e-barzh?
25Ne c'hoarvezo ket e ri un hevelep tra, ma lakafes da vervel an den reizh gant an den fallakr, e doare ma vefe kemeret an den reizh evel an den fallakr. Nann, ne ri ket! An hini a varn an douar holl, ha ne raio ket hervez ar reizhder?
26An AOTROU a lavaras: Mar kavan e Sodom hanter-kant den reizh e kêr, e pardonin da holl gêr abalamour dezho.
27Abraham a gomzas hag a lavaras: Setu, e hardishaan hag e komzan ouzh an Aotrou, petra bennak ma n'on nemet poultr ha ludu.
28Marteze e vanko pemp war an hanter-kant den reizh-se, ha distrujañ a ri an holl gêr abalamour da bemp? Eñ a respontas: Ne zistrujin ket anezhi mar kavan enni pemp den reizh ha daou-ugent.
29Abraham a gendalc'has da gomz dezhañ, o lavarout: Marteze en em gavo enni daou-ugent? Hag e lavaras: Ne rin ket dre garantez evit an daou-ugent-se.
30Abraham a lavaras: Pediñ a ran an Aotrou na gemero ket a zroug ouzhin hag e komzin. Marteze en em gavo enni tregont. Hag e lavaras: Ne rin ket mar kavan enni tregont.
31Abraham a lavaras: Setu, e hardishaan hag e komzan ouzh an Aotrou. Marteze n'en em gavo enni nemet ugent. Hag e lavaras: N'he distrujin ket dre garantez evit an ugent-se.
32Abraham a lavaras: Pediñ a ran an Aotrou na gemero ket a zroug ouzhin hag e komzin ar wech-mañ hepken. Marteze en em gavo enni dek. Hag e lavaras: N'he distrujin ket dre garantez evit an dek-se.
33An AOTROU a yeas en e hent p'en doe echuet da gomz gant Abraham. Hag Abraham a zistroas d'e chomlec'h.

Currently Selected:

Geneliezh 18: Koad21

Highlight

Share

Copy

None

Want to have your highlights saved across all your devices? Sign up or sign in

YouVersion uses cookies to personalize your experience. By using our website, you accept our use of cookies as described in our Privacy Policy